ACB 44
Ajañs Sevenadurel Breizhek Liger-Atlantel
Morvan Lebesque

français

Bet krouet e 1994 ez eo an Ajañs ur gevredigezh hervez al lezenn 1901. Arc'hantaouet eo gant hec'h izili, ti-kêr Naoned, Kuzul al Liger-Atlantel ha Broioù Al Liger.

Ur roll kevrediñ he deus. Kevredigezhioù hag hiniennoù a zo e-touez hec'h izili. Obererezhioù arz ha dudi a vez kaset da benn gant ar c'hevredigezhioù ezel (dañs, sonerezh, aozañ festoù-noz...) hag obererezhioù stummañ ivez (skolioù divyezhek, kentelioù brezhoneg...) ha diduadennoù a bep seurt troet war danvez Breizh (Istor, dastum, aozañ prezegennoù...)

Gant ar Greizenn e vez kenurzhiet ar c'hevredigezhioù (eno e c'heller kaout deiziadoù an darvoudoù da zont) ha kaset d'an dud roll an obererezhioù breizhek savet e Naoned hag el Liger-Atlantel (kazetenn "Heol" bep 2 viz, Kenrouedad : http://www.acb44.com, Kazetenn elektronek bep pemzektez, Responter da gemenn ar festoù-noz e-pad an dibennoù-sizhun, Panell skritelloù diavaez ha Degemer an holl en he sal a zo en Egorenn Jacques Demy - Mediaoueg Kreiz Naoned.

Aliañ a ra ar Greizenn an holl aozadurioù pe hiniennoù o deus c'hoant da gavout titouroù diwar-benn Breizh. Klask a ra bezañ un divizer a-feson war ar goulennoù breizhek el Liger-Atlantel, evel skeudenn asur ar sevenadur, un doare diaz anezhi. Reiñ a ra buhez d'ar c'heleier, lañs d'an endro kevredigezhel, staliañ a ra un darempred a fiziañs gant an aozadurioù. 105 kevredigezh a zo ezel enni en deiz a hiziv.

Ezel eo eus Kuzul Sevenadurel Breizh ha Skol-Uhel ar Vro eo ha sinet he deus an emglev "Ya d'ar Brezhoneg".

Prezidantez : Sylvie Boisnard / Rener : Yves Averty

Priz emezelañ evit ar bloaz : 23 € (hinienn ezel) / 35 € (kevredigezh ezel)

 

Penaos hor c'helaouiñ :
- pellgomz : 02 51 84 16 07
- postel : acbml@free.fr
- dre-bost : ACB 44, 24 kae ar Foz, 44000 Naoned
- en ajañs : 5vet live Egorenn Jacques Demy - Mediaoueg kreiz (Tramgarr, linenn 1, arsav Médiathèque)

Penaos e kelaouomp :
- kazetenn e paper "Heol" bep 2 viz
- lec'hienn internet : http://www.acb44.com
- deiziataer kaset bep 15 deiz da 1000 chomlec'h mediaoù, eilerien keleier hag izili
- responter kemenn festoù noz an dibenn-sizhun adalek ar yaou : 02 51 84 16 07
- panell skritellañ diavaez an ajañs
- degemer an dud en ajañs : eus ar meurzh d'ar gwener, eus 1e gk da 6e gk
- kronikenn radio war Alternantes FM 98,1 e Naoned & 91 e Trinieg Sant-Nazer : al lun da 11e, ar meurzh da 9e10, ar merc'her da 12e10, ar yaou da 7e15, ar gwener etre 8e40 ha 9e e-barzh abadenn ar mintin, ar sadorn da 7e40 ha 12e10 hag ar sul da 6e40 ha 5e10 gk.